En-dro d'ar bajenn degemer
Steuñvenn al lec'hienn
Paysan Breton War hentoù ar blaz Ar garta galite DIWALLIT, n'eo ket troet ar rubrikenn-mañ e brezhoneg  
Version française English version
 

 

« Hor micher zo produiñ, dastum, treuzfurmiñ ha lakaat er c'hoñvers un danvez krai nobl : AL LAEZH.

 

 

Oc'h en em engouestlañ da zoujañ d'ar Garta Galite-mañ, e fell da vaouezed ha paotred « Paysan Breton » diskouez e reont tout o labour evit tizhout ur pal sklaer : degas d'ar Brenerien produioù a galite, hag a zo kontrollet hag heuliet o surentez a-hed an naoz.

 

 

Se zo kaoz e talc'h kont ar Garta Galite a lakaomp da dalvout e-barzh Paysan Breton eus an naoz-se a-bezh, eus an atant d'ar lec'hioù gwerzhañ. Evit merkañ pegen pouezus eo, an holl atebeien o deus sinet ar garta-mañ. »

 

Pennrener LAÏTA
P. BISSEY

 

 


 

Taolenn ar garta :

1- Produiñ laezh en atant

 

Mac'homoù uhel-tre zo gant ar Garta Galite Paysan Breton, a zo bet lakaet pep poent karta ar vagerezh vat (CBPE/CQVB) e-barzh he roll kargoù produer.

En em engouestlet o deus an holl broduerien PAYSAN BRETON da zoujañ d'ar Garta Galite PAYSAN BRETON. Magerezhioù sertifiet hervez reizhenn NF V 01-005 « Agri Confiance » eo ar pal hag an teir c'hevelouri zo kroget hiziv gant an difraeoù-se.

 

Heuliañ engouestloù ar vagerien :

Un teuliad a zo gant an holl broduerien laezh engouestlet da zoujañ d'ar Garta Galite PAYSAN BRETON, o lakaat splann o engouestl war un tu hag elfennoù heuliañ an engouestl-se war an tu all.

Evit en em asuriñ ez eo lakaet da wir an engouestl-se, e kej skipailhoù teknikel ar c'hevelourioù ouzh pep mager, d'an nebeutañ ur wezh er bloaz, evit dielfennañ gantañ e zisoc'hoù. Graet e vez un arc'hwil klok hervez ar Garta Galite PAYSAN BRETON, gant ur roud skrivet, d'an nebeutañ bep tri bloaz.
 

2- Dastum al laezh

 

Gwareziñ kalite al laezh produet war an tiegezhioù hag e gas d'an uzinoù en ur mod yec'hedus ha sur eo hor pal. Evit e dizhout hon eus lakaet da dalvout ar prosediñ reizh ha sertifiet eo ar servij dastum (ISO 9001 pe NF V 01-005 « Agri Confiance »).

 

3- Fardiñ ar produioù Paysan Breton

 

Fardet e vez an holl produioù Paysan Breton e-barzh nav uzin e Breizh (departamantoù : 22, 29, 35, 44, 56), eizh anezho sertifiet hervez ar reizhenn etrevroadel ISO 9001 hag an hini ziwezhañ o vezañ sertifiet bremañ. Evit se e vez lakaet da dalvout ur prosediñ urzhiañ, e-sell da fardiñ produioù a galite. Testeniet e vez gant un aozadur dieub a-ziavaez e touj an embregerezh d'e engouestl. Ma ne ra ket, ne vez ket sertifiet ken.

 

An danvezioù a vez taolet evezh bras outo gant hon uzinoù :

Doujañ an endro
Mestroniañ ar riskloù (HACCP)
Mestroniañ an danvez krai
Kontrolloù hag heuliañ
Ar yec'hed
Tu Paysan Breton

 

4- Poellerezh ha dougen

 

Berniet e vez ar produioù graet evit Paysan Breton e-barzh skorndiez ispisial evit hor micherioù a warant ne vo ket torret chadenn ar yenijenn.

 

Heuliet e vez ar produioù betek ar c'hliant.

 

Graet e vez war-dro ar produ e magazenn Paysan Breton gant tud stummet hag arbenniget.

 

Kaset e vez produioù Paysan Breton gant embregerezhioù-dougen engouestlet da zoujañ d'ur roll kargoù (gwareziñ chadenn ar yenijenn, naetadurezh ar c'hirri-samm) ha kontrolloù a vez graet gant Paysan Breton.

 

5- Kontrolloù ar produioù Paysan Breton

 

Ouzhpenn ar c'hontrolloù diabarzh, e sav Paysan Breton produioù war-eeun diouzh ar stalioù evit o reiñ da dañva da jurioù a brizachourien pe a brenerien.

 

Gwarezet e vez atav standilhonoù, evit pep niverenn gwerzhadenn produioù, betek deiziad diwezhañ evit o lonkañ (an deiziad skrivet war ar pakadurioù).

 

Lakaet e vez da dalvout elfennoù ar Garta Galite Paysan Breton-se evit gwarantiñ surentez ar produioù Paysan Breton. Ma 'z eus kudennoù, he deus danzeet embregerezh Paysan Breton ur prosediñ evit tennañ kuit he froduioù.

 

6- Servij d'ar glianted ha d'ar brenerien

 

Sertifiet eo obererezhioù koñvers Paysan Breton (kevredad LAÏTA) gant QUALICERT (94 - CACHAN) hervez an diell-daveiñ « Commercialisation de produits laitiers » (RELAI).


   Talvout a ra an diell-daveiñ-se da zasparzh produioù laezh (amann, emmental, keuz blod ha produioù keuz ispisial) war an dachenn european hag etrevroadel d'an dud a vicher. Kaset e vo deoc'h an arouezennoù sertifiet pouezusañ diwar ho koulenn.

 

 

7- Gwarant an Naoz Laezh Kontrollet

    Paysan Breton

 

Gwiriet e vez en diabarzh an holl elfennoù deskrivet er roll kargoù Naoz Laezh Kontrollet Paysan Breton. Kontrollet e vez ar reizhiad a-bezh lakaet da dalvout gant un aozadur dieub.

 

8- Engouestl obererien an naoz

 

D'ar 14 a viz Even 2001 e oa en em gavet holl obererien an naoz evit sinañ ar Garta Galite Paysan Breton. Bez' e oa :

dileuridi ar broduerien laezh

renerien an naozioù laezh

renerien an uzinoù

rener Laïta

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Paysan Breton l War hentoù ar blaz l Ar garta galite l Touristañ er feurm

   
ZI Kergaradec - 60, avenue Baron Lacrosse
29 806 BREST
Pellgomz 02 98 42 54 25
Pelleiler 02 98 42 46 10
paysan breton

Dleoù ha menegoù lezennel

Agence de communication numérique : MBA Multimedia