GWIRIOÙ AOZER
(testennoù, luc'hskeudennoù…)
Al luc'hskeudennoù, testennoù, luganoù, tresadennoù, skeudennoù, fiñvskeudennoù, abadennoù bev, son enno pe get, hag an holl oberennoù lakaet e-barzh al lec'hienn zo da LAÏTA SAS pe da dud all hag o deus roet koñje da LAÏTA SAS d'o implijout.
Diwallet eo ivez al logoioù, an ikonoù hag ar c'hwen grafik gant ar gwirioù aozer ha pennad L.511.1 ha pennadoù da heul Kod ar Perc'hentiezh-Spered a-zivout diwall ar skouerioù fiziet.
Aotreet eo adskeudennoù al lec'hienn-mañ hag an oberennoù a zo e-barzh, war baber pe stlenn, war an diviz ma vefent miret strizh d'un implij personel, hep palioù brudañ ha/pe gwerzhañ, ha/pe evit kelaouiñ ha/pe ma vefent diouzh danvez pennad L.122-5 Kod ar Perc'hentiezh-Spered.
Difennet groñs eo adskeudenniñ, diskouez, implijout pe gemmañ, dre forzh peseurt moian ha war forzh peseurt skor, al lec'hienn a-bezh pe evit darn, an oberennoù a reont anezhañ a-bezh pe evit darn, hep bezañ aotreet a-raok gant LAÏTA SAS, nemet ar pezh aotreet a-zioc'h. Ur felladenn dambreziñ e vefe ha gall a ra bezañ kaoz da boursuoù-barn sivil ha/pe -kastizañ ha da baeamant digolloù.